Ober ar peoc'h er rannvedoù

Jacques Ténier


breton | 23-10-2025 | 184 pages

9782917681695

Livre de poche


  Lire un extrait

20,00€

 Disponibilité
   Disponible sur commande

   Commandez en ligne

   Récupérez votre commande en magasin




Description

Boaz ar broadoù, heñvel ouzh hini an dud, a gas anezho d’en em gannañ kousto pe gousto. Betek 1945 e oa ar c’hevandir europat ar c’hentañ tachenn-vrezel. Gant diazezañ Kumuniezhioù Europa e voe kadarnaet gwallreuzioù ar brezelioù bed ha savet mennozhioù ar peoc’h hag ar c’henober. A-gevret e ra berzh Europiz. En enep n’o deus c’hoant gouzout ebet evit an emgavioù habask war ar c’hevandirioù all : kenderc’hel a ra meur a vro da glaoustreañ war ar vellgarouriezh o werzhañ armoù. Aet un hanterkantved hebiou ha kinnig a ra ar frank eskemm bedel kas gantañ tostadur ar rannvedoù. Ma skoazell ar gevalaouriezh diharz da ziorren rannvedoù zo e torr ar c’hengred. Lezet e vez ar re baourañ war vord an hent. Klasket e vez neuz un diskoulm bennak en ur ragain a vroadelouriezh. Ret eo adijinañ ar c’hengred dre zigeriñ ar broadoù d’o amezegezed ha dre aozañ darempredoù etre ar rannvedoù. Dre m’eo diazezet an enframmadurioù rannvedel, a ya pelloc’h eget ar c’henwerzh, war ar fiziañs hag ar c’hengred a vag ar re greñv ouzh ar re wan, e kinnigont doareoù ober e servij an holl dud. Kenanavezout an taolioù-arnod-se zo un neudenn heñchañ e milendall ar bedelaat. Reizhaouer eo Jacques Ténier, kargad a gentelioù e skol-veur Roazhon II hag e Ensavadur studioù politikel Roazhon. Lavaret en doa prezegennoù diwar-benn tostadur ar pobloù hag ar c’henoberoù etre broioù amezek e Amerika hag Azia ar Su, hag e Afrika ar C’hornôg. Kelenner pedet gant skolioù-meur Guangxi, Nanning, Sina, 2016 ha Liège, Belgia, 2017. Kemer a ra perzh e oberoù kengret e Burkina Faso hag e Haiti. Skrivet en deus : Intégrations régionales et mondialisation (La Documentation française 2003) ha Politiques pour une petite planète (Presses universitaires de Liège, 2021, embannadenn vrezhonek, TIR, 2023).

Détails

Code EAN :9782917681695
Auteur(trice) : 
Traduit par : Patrice Marquand
Date de publication :  23-10-2025
Format :Livre de poche
Langue(s) : breton
Hauteur :205 mm
Largeur :145 mm
Epaisseur :11 mm
Poids :263 gr
Stock :Disponible sur commande
Nombre de pages :184